Sophie Magdalena Scholl
Korf-bras gant Wolfgang Eckert
Walhalla, 2003
Sophie Scholl (ganet d'an 9 Mae 1921 e Forchtenberg ha marvet d'an 22 C'hwevrer 1943 e München) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose).
Evel an holl re yaouank e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz nazi. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz, da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.
Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenañ he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh, ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.
Adalek miz Mezheven 1942 en em vode gant he breur Hans ha Carl Muth hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Lezvarn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se hervez testeni gwarded an toull-bac'h.
En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
muioc'h...