Judo

Eus Wikipedia
050907-M-7747B-002-Judo.jpg

Un arz brezel hag ur sport emgannañ eo ar judo, a orin japanat. Krouet eo bet e 1882 gant ar mestr Jigoro Kano, diwar ar ju-jitsu. Kement hag "hent ar gwevnder" e talvez ar ger judo. Pal ar judoka eo lakaat an eneber da gouezhañ war an tapiz emgann, anvet tatami, pe pa vez an daou judoka war an tatami ober a-seurt ma ne c'hallo ket fiñval ken pe ma tilezo diwar dagerezh pe alc'hwezh. Ar sal judo zo anvet dojo. Ur porpant hag ur bragoù a ya d'ober ar judogi, gwiskamant ar judoka - a reer anezhañ kimono alies daoust ma n'eo ket an anv reizh. Serriñ a reer e borpant gant ur gouriz a zo e liv diouzh barregezh ar sportour. Ur sport olimpek zo eus ar judo abaoe C'hoarioù Olimpek München e 1972.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kano Jigoro

Diouzh a lavarer, o sellet ouzh ar gwez leun a erc'h hag a dorre o brankoù tev gant ar pouez, pa gouezhe er memes mare an erc'h diwar ar skourroù munut a ouie plegañ e tennas ur manac'h japanat ar gentel da heul : unan gwevn a c'hall trec'hiñ unan kreñv. Diwar se ha teknikoù emgann ar samouraied e savas Jigoro Kano diazezoù ar judo hag e voe roet lañs d'ar Judo Kodokan an hentenn kelenn, e 1882, d'e daou vloaz warn-ugent. Soñjal a rae da Jigoro Kano ne glote ket gant e vare an doareoù ma oa kelennet ar ju-jitsu, o vezañ ma oa teknikoù dañjerus da zeskiñ pe ne oa ket barrek ar gelennerien. Skarzhañ a reas an tekinkoù dañjerus hag e frammas ar re all e stumm kata, da aesaat ar c'helenn. Berzh a reas ar judo kalz pelloc'h evit e Japan ha war ar memes tro e vrudas arzoù brezel ar vro. Eus arz brezel ez eas tamm-ha-tamm da sport. Gant 8 million a dud ez eo ar judo an trede arz brezel embreget ar muiañ er bed goude ar c'harate hag an taekwondo. An hini kentañ eo e Frañs, hag ar pevare sport embreget ar muiañ e oa e 2009.

Gourizoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Thumb

Pa groger gant ar judo e wisker ur gouriz a liv gwenn ha cheñch a reer gouriz a-feur ma vestronier teknikoù : goude al liv gwenn e teu al livioù melen, orañjez, gwer, glas, gell, du. Meur a live zo d'ar gouriz du, diouzh derez an dan : eus an dan kentañ d'ar pemvet dan. Gwenn-ha-ruz eo liv ar c'hwec'hvet, seizhvet hag eizhvet dan, al liv ruz zo d'an navet dan. Evit ar vugale peurliesañ, dezhe da cheñch liv alies a-walc'h e c'haller ober gant gourizioù etre evit ar re gentañ : gwenn-ha-melen, melen-hag-orañjez, orañjez-ha-gwer,

Ar poentoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ippon
  • Waza-ari
  • Yuko

Ar c'hastizoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gounit ur c'hrogad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teknikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teknikoù treid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teknik treid O soto gari











Teknikoù lakaat difiñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hon gesa gatame da lakaat difiñv









Teknikoù tagerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teknikoù alc'hwez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-nes da c'hounit gant un teknik alc'hwez war vrec'h Juji gatame







Kata[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud termenoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger judo er
wikeriadur, ar geriadur frank.