George Orwell

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
George Orwell
George Orwell
Anv ofisiel Eric Blair
Obererezh romantoù, deizlevrioù, pennadoù-kelaouiñ
Ganedigezh 25 a viz Even 1903
e Motihari, India
Marv 21 a viz Genver 1950
e Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
  • Animal farm
  • Nineteen Eighty Four
  • Homage to Catalonia


George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an XXvet kantved.

Ganet eo bet e 1903 en Indez, en ur familh hanter saoz hag indezat. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e roas e zilez eus e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken.

Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F..

Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM e-pad brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca.

Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, kerse gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag, e 1945, kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned.

Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ an dud frank eus hon mare.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Burmese Days
  • Down and out in Paris and London
  • Animal farm
  • Nineteen Eighty Four
  • Homage to Catalonia
  • The Road to Wigan Pier
  • Coming up the air

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrelennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Open book 01.svg Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Nuvola apps konquest.svg Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.