George Orwell
George Orwell | |
---|---|
Anv ofisiel | Eric Blair |
Obererezh | romantoù, deizlevrioù, pennadoù-kelaouiñ |
Ganedigezh | 25 a viz Even 1903 e Motihari, India |
Marv | 21 a viz Genver 1950 e Londrez |
Yezh skrivañ | saozneg |
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ |
George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an XXvet kantved.
Ganet eo bet e 1903 en Indez, en ur familh hanter saoz hag indezat. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e roas e zilez eus e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken.
Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F..
Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM e-pad brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca.
Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, kerse gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag, e 1945, kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned.
Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ an dud frank eus hon mare.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Burmese Days
- Down and out in Paris and London
- Animal farm
- Nineteen Eighty Four
- Homage to Catalonia
- The Road to Wigan Pier
- Coming up the air
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kêr al loened (pennad kentañ), in Al Liamm niv. 152 Mae-Mezheven 1972, troet gant Per Bourdellez
- Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, Skrid, 2011
Levrelennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) CRICK Bernard, George Orwell: A Life, Penguin Books, 1992 (ISBN 978-0-1401-4563-2)
|
|