Degemer

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

74 351 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Mary Read

Mary Read (war-dro 1690–1721) a oa ur vorlaerez saoz brudet.

Mary Read a oa bet ganet en Devon e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur henañ Willy e krogas he mamm (intañvez ur c’habiten) da wiskañ anezhi evel ur paotr a-benn kenderc’hel da resev arc’hant a-berzh mamm-gozh Mary rak fellout a rae d’ar vamm-gozh reiñ hec’h arc’hant d’he mab-bihan henañ). Mary a voe mevel da gentañ ha goude-se e labouras e bourzh ur vag hag ez eas d’an arme. Eno e kejas ouzh ur marichal al lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri a savjont asambles e Breda en Izelvroioù. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri.

Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ e oa ur paotr bepred, hag e savas e bourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhet e voe ar vag gant ur vagad morlaeron a Vro-Saoz. Hervez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence en enezeg Bahamas.

E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny (ur vorlaerez hag a oa gwisket evel ur paotr ivez). Rackham a gemeras anezhi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Diwezhatoc’h e tizoloas e oa ur plac’h met degemer a reas anezhi.

E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Mary hag Anne a voe heuget pa weljont e oa divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ, gant ar mezv ma oant diwar ur c’horfad an derc’hent. Daou anezho a voe lazhet ganto o-div, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eur a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez.

Harzet e voe an holl vorlaeron ha barnet da-heul. Ne voe ket kondaonet an div vaouez d’ar marv peogwir e lavarjont e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, ha mervel a reas eno abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 28 a viz Gwengolo 2022 ha Keleier ar vro.

Elesbed II

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, goustad, ha tremen 74 000 pennad zo bremañ. En 82vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar swahili hag an newareg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 81vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh, nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 33 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus