Montenegro

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Република Црна Гора
Republika Crna Gora

Republik Montenegro
Banniel Montenegro Ardamezioù Montenegro
Banniel Montenegro Ardamezioù
Montenegro
Lec'hiadur Montenegro
Yezh ofisiel Montenegreg
Kêr-benn Podgorica
Kêr-benn gozh ar roueed Cetinje
Prezidant Milo Đukanović
Ministr Kentañ Zdravko Krivokapić
Gorread
 – En holl
 – % dour

 13 812 km²
 n/a
Poblañs
 – Total (2003)
 – Stankted

 616,258
 48.7/km²
Kenelioù Montenegriz: 43%
Serbed: 32%
Bosniaked: 8%
Albanianed: 5%
Kroated: 1%
Reoù all: 11%
Kan broadel Oj, svijetla majska zoro (doare ofisiel)
Moneiz Euro
Takad eur CET (UTC +1)

CEST (UTC +2)

Kompagnunezh aerzougen Montenegro Airlines
astenn Internet .me

Republik Montenegro (e serbeg: Crna Gora, Црна Гора, distaget Tsrna Gora, ['tsr̩naː 'ɡɔra]) a zo ur republik er Balkanioù a-hed Mor Adria.
Hervez he bonreizh eo Montenegro ur «Stad demokratel, gwaredour hag ekologel».
Crna Gora a dalvez kement ha menez du, dre ma seblante teñval d'ar verdeerien an Alpoù dinarek ar menezioù-se gwelet eus ar mor, kement a goadoù don a oa dre eno gwechall. Merdeerien Venezia eo o deus brudet an anv-se dre o yezh, hag en un bern yezhoù eus ar bed eo gant an anv Montenegro — a dalvez menez du ivez — eo anavezet ar vro.
Ur referendom war dizalc'hiezh ar vro a zo bet dalc'het d'an 21 a viz Mae 2006. 55,5% eus ar voterien a zo savet a-du gant an disrann hag evel-se adsevel an dizalc'hiezh a oa da Rouantelezh Montenegro betek 1918. Evit bezañ degemeret an disoc’h gant Unaniezh Europa e ranke ar “ya” tapout tremen 55%, ha 50% eus ar voterien a zlee eztaoliñ o mouezh (86,3% o deus graet).
Embannet eo bet an dizalc'hiezh gant ar Parlamant d'an 3 a viz Mezheven 2006 ha degemeret eo bet en ABU d'an 21 a viz Mezheven 2006.

Ar c'henelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu dasparzh kenelioù ar vro hervez niveridigezh 2003:

Kenelioù Montenegro hervez niveridigezh 2003
Disoc'hoù ar Referendum; munisipaladoù livet ruz o deus votet evit an dizalc'hiezh, ar re c'hlas evit an unaniezh gant Serbia