Raffaello Sanzio
Raffaello Sanzio, pe Raffaello Santi (pe Raffaello da Urbino, Raffaello Sanzio de Urbino), zo ul livour italian brudet, hag un tisavour, eus mare an Azginivelezh italian.
Ganet e oa d'ar 27 pe 28 a viz Meurzh 1483 en Urbino, ha marvet d'ar 6 a viz Ebrel 1520 e Roma.
Mab e oa da Giovanni Santi, livour ha barzh e lez Frédéric III Montefeltro, unan a briñsed anavezetañ e amzer, gwarezour an arzourien. Brudet e oa Urbino evel un oaled arzourien e penn kentañ ar XVIvet kantved.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emzivad e voe d'e unnek vloaz, hag advabet e voe gant e eontr Bartolomeo a oa beleg.
Tri frantad a c'haller gwelout en e vuhez:
- Ar prantad kentañ eo hini e vloavezhioù deskiñ, en Urbino da gentañ, e Perugia goude, ma labouras e stal-labour brudetañ livour an amzer, Pietro Vannucci, anavezet evel Perugino.
- E dad Giovanni Santi, a oa livour brudet e lez dug Urbino, a voe e gentañ kelenner. Mervel a eure e 1494, tri bloaz war-lerc'h e wreg, ma chomas emzivad ar mabig Raffaello d'e unnek vloaz. Goude deskiñ ar vicher ur pennadig gant livourien all Urbino ez eas da b-Perugia, davet ar Perugino. Goude ur pennad e teuas ar mestr da zreveziñ an diskibl, tre evel ma treveze an diskibl ar mestr en kelenne. En em glevout mat a rae an daou arzour, ha mignoned e chomjont.
- Adalek 1500, d'e seitek vloaz eta, e voe « magister », da lavarout eo e oa mestr ivez, ha n'eo ket diskibl d'un arzour all. Gant se en devoa gwir da gaout ur stal-labour, eilerien, ha diskibien. Livañ a reas « kurinidigezh Nikolaz Tolentino » evit iliz Sant'Agostino de Città di Castello, un daolenn livet gant skoazell Evangelista di Pian di Meleto, a oa eiler gant e dad.
- E 1504 eo e reas e bennoberenn gentañ — Eured ar Werc'hez — un daolenn graet a-raok dezhañ kuitaat Perugia, p'edo c'hoazh o labourat gant ar Perugino: dibabet e oa bet gante an hevelep danvez, abalamour dezho da welout perzhioù an eil hag egile.
- Kuitaat a eure Perugia, hag eñ oadet a 21 bloaz, da vont da Firenze.
- D'an 1 a viz Here 1504, e skrive Giovanna Felicita Feltria della Rovere, gwreg dug Urbino, ul lizher da Pier Soderini, gonfalonniere Republik Firenze, da erbediñ al livour yaouank dezhañ, evit ma vije roet dezhañ labour diouzh e ampartiz.
- Galvet eo bet en-dro Michelangelo (1475-1564) ha Leonardo da Vinci(1452-1519) gant Republik Firenze. Gant an daou vestr-se e vo peurechuet stummadur Raffaello.
Un toullad oberennoù diwar zorn Rafaello[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadurioù relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwerc'hez gant ar mabig Jezuz (war-dro 1507)
Ar C'hrist (1507)
An Diskenn eus ar Groaz (1507)
Eured ar Werc'hez
(1504)Sant Jord oc'h en em gannañ ouzh an aerouant (1505)
Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwazed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Paotr yaouank an aval, (1505). Poltred Francesco Maria Iañ della Rovere, Dug Urbino.
Ar c'hardinal Tommaso Inghirami (1515-1516)
Poltred Agnolo Doni, (1506), Galerie Palatine (Palez Pitti), Firenze
Ar pab Jul II.
Maouezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltred Maddalena Doni, (1506), (Palez Pitti), Florence
Poltred un itron (1507)
Poltred un itron gant un unkorneg, a vije poltred Giulia Farnese, serc'h d'ar pab Alesant VI
Poltred Janed Aragon pried da Ferdinando di Napoli.
Livadurioù awenet gant an Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trec'hlid Galatea
Murlivadur eus ar Villa Farnesia(1511)Trec'hlid Galatea (munudig)
Murlivadur eus ar Villa Farnesia (1511)